Respont : Pep hini ac'hanomp a oar tra pe dra, pe a zo dedennet gant tra pe dra. N'eus ket sujedoù uhel ha sujedoù izel. Entanet out gant EAG Gwengamp, gant Miss France, gant an orkideoù, gant ul loen ha ne vez kaoz anezhañ morse pe gant ar fizik nukleel? N'ec'h eus ken sevel ur pennad. Pe un dambennad : gant un den all e vo kendalc'het diwezhatoc'h.
Krog gant traou simpl evel buhez un den brudet (Lady Diana, Marx, Rainier de Monaco, an Dalai-Lama, Louison Bobet...) pe ur roll diwar-benn ar sportoù pe al liorzhañ.
Respont : Ne vern. Gwelet ha gwellaet e vo gant un den all diwezhatoc'h, ha hiraet ar gaoz diouzh an dro. Met diwall : ret eo skrivañ e doare ur holloueziadur da lavaret skrivañ ar fedoù en ur chom neptu.
Respont : Den ebet hag an holl dud a ra gantañ. Lod a lavar ez eo un aozadur urzh-dizurzh (saozneg : chaordic organization). Ur seurt demokratelezh war orjal eo pa c'heller skrivañ bewech war ar pajennoù kaozeadeg evit goulenn ma vo reizhet an traou faos pe goulenn ma vo prouet traou'zo. Gallout a reer reizhañ war-eeun, met ret eo bezañ sur eus ar pezh a skriver.
Koulskoude ez eus diorreerien (er Stadoù-Unanet) a c'hell melestrañ an holl ardivinkoù ha kemmañ mont-endro ar poelladoù. Hag e pep Wiki e kaver ur skipailh melestrourien a c'hell nullañ pajennoù hag a-wechoù difenn ouzh un den dont war ar wiki e-pad 7 deiz. Dilennet e vez ar velestrourien gant ar re a labour ingal war ar wiki hag o deus ur gont hag ul lesanv.
Respont : Ar re n'emaint ket a du a zle skrivañ o savboent war ar bajenn kaozeadeg hag ivez silañ savboentoù all. Alies (met pas atav) e tle enderc'hel ur pennad meur a savboent.
Respont : M'emañ ar skeudenn war al lec'hiennn [Commons], n'eus nemet eilañ he dave : [[Skeudenn: ..davearskeudenn]] ha sachet e vo war ar prim pa vo lennet ar bajenn vrezhonek..
Posupl eo kas skeudennoù frank war ar Commons evit gallout implij anezho war ur wiki. Sell spis ouzh statud ar skeudennoù e c'hellfes digargañ. Tu zo ivez da bellgargañ skeudennoù'zo war ar wikipediaoù all en ur glikañ war ar skeudenn zo ezhomm da gaout. Digeriñ a raio ur prenestr ha ret e vo pellgargañ ar skeudenn enni en ur enrollañ anezhi war e urzhiataer. Goude-se, skrivañ anv ar skeudenn er pennad a venner lakaat ar skeudenn enni evel-se : Skeudenn:Anvarskeudenn. Klikañ war al liamm ruz. Digeriñ a raio ur prenestr all a c'houlenno pelec'h mont da glask ar skeudenn bet enrollet en a-raok war hoc'h urzhiataer. Merkañ an hent. Graet an taol.
Pa respontez ouzh kemennadennoù unan bennak eo gwelloc'h respont war eeun war bajenn gaozeal an den en deus skrivet dit. Evel-se e vez resevet gant an den-se ur gemennadenn a lavar dezhañ ez eus bet respontet dezhañ. A-hend-all emañ ar riskl ne ouife ket an den ez eus bet respontet dezhañ ma ne soñj ket mont da welet war bajenn gaozeal ar Wikipedourien all. Gwelloc'h eo mont davetañ neuze…
A-benn displêgañ mont en-dro ar wiki ha penaos e ve kaset ar c'hod en-dro gant ar wiki. Da skouer : Patromoù Portalioù pe Lennegezh. Lakaat ar c'hod etre [[skouer]] pe evit ur patrom lakaat m| er patrom : da skouer, {{Portal al lennegezh}}. Pouezañ war Kemmañ da welout.
stock | retire | vm
Why are we here?
All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License
This page is cache of Wikipedia. History